Louarnig 244 • C’hwevrer 2023

Ma deiziataer 🎪

°°°

Kenstrivadeg tresañ !

Echu eo gant avanturioù Nina ha Maug gant Gilles Sangla, an tresour. Dit da dresañ Nina, Maug, ha Galimed !

Embannet e vo da dresadenn ha resev a ri ur profig 🎁

Kas da dresadenn dre bostel louarnig(a)keit-vimp-bev.com pe dre lizher Louarnig, 22 grand rue, 29520 LAZ

Arabat disoñjal skrivañ da chomlec’h evit resev ar profig !

°°°

Al loened 🦘

Sandrine, perak e lamm ar c’hangouroued ? Respont a ra da gKristen !
°°°

Mat da c’houzout : dao da Aostralia !

Gant Lisa ha Yann-Ildut e loc’homp evit beajiñ meur a viz ganto e kornôg Aostralia.

Ar miz-mañ : Broome, ar c’hrokodiled dour dous ha mor hag ar balumed !

°°°

Kejadenn gant Louise : “Ledaktorez* on bet en ur film !”

Louise a c’hoari-pezh abaoe meur a vloavezh. Tro he deus bet da dreiñ en ur film troet er Yeuc’h, nepell eus Douarnenez, e fin 2021.

Skignet e vez ar film er sinemaoù er mare-mañ !

Louarnig a sav goulennoù outi diwar-benn an devezh dibar-se !
*Ledaktorez : figurante

°°°