Louarnig,
kelaouenn vrezhonek ar re yaouank !
Bep miz e vez e Louarnig :
🎪 Un dibab darvoudoù sevenadurel evit ar 7-12 vloaz e Breizh (5 departamant)
🐬 Sandrine, mezegez-loened, a respont da c’houlenn ur bugel
⚗️ Mat da c’houzout : ur fed skiantel pe sevenadurel displeget en un doare aes
🌍 Kejadenn gant ur bugel eus ar bed, pe ur gelaouadenn heñchet gant Tinaig hag Eliaz (an daou vugel a-oad gant al lennerien-ezed)
🍰 Ur rekipe kegin, pe ur c’hinnig bitellat, pe un dra all gant an daouarn
📚 Bannoù-treset e brezhoneg : Kid Paddle, Lou, Titeuf, Nina ha Maug, Pourmenadenn Yaya, Katell ha Kadvael…
🔭 Krak-ha-berr : titouroù farsus, luziadelloù, divinadelloù, farsadennoù ha c’hoarioù !
Laouen eo Louarnig o kenlabourat gant :
🎭 Istorourien ha tresourien BT : Gilles SANGLA (Nina ha Maug), Pierre Caroff (Katell ha Kadvael)
🎨 Tresourezed : Nathalie Almange, Lucille Duchêne, Léonie Massot-Floury, Nawel Bichri (studio Shadireda), Marie-Charlotte Yao, ijinet ha treset eo bet Tinaig hag Eliaz gant Joanne Marilier
📚 Embannadurioù : Bannoù-Heol (Titeuf) , Goater (Lou) , BZH5 (Kid Paddle), Fei (La Ballade de Yaya), Milan (Les Vikings)
📝 Adlennet e vez testennoù Louarnig gant Ofis Publik ar Brezhoneg