Kinnig-labour e ti Keit Vimp Bev
KVB a glask un den karget a werzh hag a gehentiñ
___
Hanter-amzer
Adalek an 12 a viz Gwengolo
Kevrad termenet e-pad 6 miz, a c’hell bezañ astennet
Pellabour posupl gant un devezh ar sizhun war al lec’h (ur sizhunvezh stummañ e Laz da gentañ).
Brezhoneger.ez ampart (live B2 d’an nebeutañ pe ul live kevatal)
Aotre-bleniañ
___
En h.e bleud gant internet, ar rouedadoù sokial hag an urzhiataerezh
Gouzout penaos labourat gant ur skipailh hag e rouedadoù, penaos implijout an ostilhoù kehentiñ a-vremañ, bezañ en h.e aes gant ar skrivañ e galleg hag e brezhoneg, bezañ emren ha kaout intrudu, bezañ aozet.
Skiant-prenet war ar grafelerezh deuet mat
Skiant-prenet war ar c’helaouiñ deuet mat
___
Kefridioù :
– O c’henlabourat gant ar c’hopridi, brudañ ar 4 c’helaouenn (Toutouig, Rouzig, Louarnig, Ya!)
– Magañ al lec’hienn werzh (wordpress / woocommerce)
– Mailing ha lizher-kelaouiñ
– Kenaozañ oberatadenn-vrudañ an distro-skol
– Ijinañ oberatadennoù gwerzh all evit ar c’helaouennoù
– Kenaozañ aozadur hor “Rallye lecture” : Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
– Gwerzhoù : standoù, stock, fardañ ha kas pakadoù, darempred gant ar pratikoù
___
Gopr : SMIC +10%
___
CV ha lizher en em ginnig da gas da : KEIT VIMP BEV, 22 grand rue, 29520 LAZ, pe dre bostel da : darempred(a)keit-vimp-bev.com a-raok ar 31 a viz Eost 2022