Kinnig-labour Skridaozer·ez – maketennour·ez ROUZIG

Emañ KEIT VIMP BEV o klask ur skridaozer.ez/maketennour.ez

 

Leun-amzer

Adalek an 3 a viz Here

Kevrat didermen gant ur prantad esae

Goude ur mizvezh teoliañ (bezañ­ stummet gant an implijiad kent), pellabour posupl, gant un devezh ar sizhun e Laz koulskoude .

 

BARREGEZHIOÙ

Brezhoneger·ez ampart (live B2 d’an nebeutañ pe ul live heñvel)

Aotre-bleniañ

Anavezout an heuliad Adobe pe d’an nebeutañ bezañ an h.e bleud gant an urzhiataerezh

Bezañ en h·e aes gant ar skrivañ (e brezhoneg). Bezañ emren hag aozet. Kaout ur spered krouiñ.

Bezañ en h·e bleud gant bed ar vugale vihan (oad skol-vamm)

Bezañ en h·e aes gant an eskemmoù denel

Skiant-prenet war ar grafelerezh deuet mat

Skiant-prenet gant lec’hiennoù internet hag ar rouedadoù sokial deuet mat

 

KEFRIDIOÙ

– Aozañ ar gelaouenn viziek Rouzig, eus ar penn kentañ d’ar fin :  ijinañ, skrivañ, urzhiaudiñ ha labourat ar skeudennoù, maketenniñ, eskemm gant ar mouller

– Ha tout ar pezh zo tro-dro : un tamm melestradur (kevratoù), heuliañ gopr an oberourien, eskemm gant ar goumananterien, merañ ar budjed, magañ al lec’hienn gant enrolladennoù, brudañ/buheziñ ar gelaouenn war ar rouedadoù

 

Gopr : SMIC +10%

 

CV ha lizher en em ginnig da gas da : KEIT VIMP BEV, 22 grand rue, 29520 LAZ,

pe dre bostel da : darempred@ket-vimp-bev.com a-raok ar 31 a viz Eost 2022