Radio Deomp De’i (pajenn 3) : Tunvezh ha Benjamin zo en amzer tremenet, e Frañs Nevez (Kanada) war roudoù tad-kuñv Tunvezh ! En eil lodenn-mañ emaint o vont da gejañ gant ameridianed Hiron hag ivez Irokwa. Klik evit selaou !
Petra ‘nevez : Merc’hed skipailh Brest Bretagne Handball o deus gounezet kib Frañs hag int degouezhet eil evit kib Europa ! Sell amañ ouzh ur video berr a gont krogad kib Frañs e 7 munutenn :
Loened (pajenn 4) : Perak ez eus brizhoù d’ar jirafed ? Da betra a servij roudennoù ar zebred ? Respont a ra Sandrine da Alwena ha Yuna.
Mat da c’houzout (pajenn 6 et 7) : Ar sound-systems, pe sistemoù-son o deus ijinet ar Jamaikaned. Un doare eo da skignañ sonerezh er maez, digoust, evit an holl. E Breizh ha Bro-C’hall, pa vez gouel ar sonerezh d’an 21 a viz Even, e c’heller gwelet sistemoù-son er straedoù. E Jamaika eo ganet ar sonerezh Reggae. Sell ouzh ar video-mañ evit gouzout hiroc’h !
Mont d’ur c’hamp brezhoneg en hañv ?
Sell amañ ouzh listenn ar c’hampoù !