Louarnig 234 • miz Ebrel 22

Al loened 🦉

Ur goulenn eus an nevezamzer : daoust hag e teu an holl viskouled da vezañ balafenned ? Ur goulenn vat, a lavar Sandrine, hag hi da respont !

Ma deiziataer 🎪

Rinkined e Breizh ? 🦈

Gwelet ez eus bet ur rinkin tost da aod Eusa gant un den a oa o pourmen, e miz Meurzh paseet ! Savet en deus
Louarnig goulennoù ouzh Alexandra a labour en APECS* e Brest. (Association pour l’étude et la conservation des sélaciens (raeed ha rinkined).

Kontañ a ra penaos e vez lakaet balizennoù-heulhiañ (seurt GPS)  war ar rinkined evit  gouzout da belec’h ez eont er morioù.

Ur valizenn heulhiañ a vo lakaet war gein ar rinkin pic’hirin gant tud an APECS (Foto : M. Evanno)

Tro ‘pez da vont da vont war vor ? Chañsoù zo neuze e welfes ur rinkin pirc’hirin, a-bell !
Sell da betra e tenn o angell gein. Tenn fotoioù, pe videoioù, ha kas keloù d’an APECS !

Gallout a rez mont e darempred ganto dre bellgomz : 06 77 59 69 83 pe leugn ur formulenn enlinenn :

Alvan et Ahez, dao d’an Eurovision !

Sterenn Diridollou hag Alwena Le Gall, e 2010, pa oant skolajiadezed (klik evit sellet)

Marine Lavigne (tu kleiz), Sterenn Le Guillou (tu dehou) hag o c’hamaladezed kan-ha-diskan, pa oant er skolaj.

Fulenn, o c’hanaouenn

Video o arvest da vare abadenn Eurovision Frañs :

Setu ur video evit kanañ en ul lenn ar pozioù (gant an droidigezh c’hallek !)

E 1996 e oa bet ur ganaouenn vrezhonek dija war renk an Eurovision ! Sell ‘ta dindan :