Louarnig 247 • Mae 2023

Ma deiziataer 🎪

Gouel Breizh zo ar miz-mañ ! Klik amañ evit gwelet ar roll.

Gouel Pikoù Panez e Pabu (22)

Astropolis e kreñv Penfel (29)

Kemer perzh en un dañs diaoulek e St Elen ! (56)

°°°

Poent eo lakaat da anv evit ar c’hampoù hañv !

°°°

Loened : penaos e c’hell ar geparded redek ken buan ? 🐅

Sandrine a respont da c’houlenn Louri

°°°

Mat da c’houzout : delfined Aostralia ! 🐬

Gant Liza et Yann-Ildut e veajomp e kornôg Aostralia abaoe un nebeud mizioù.

E bae Shark emaomp ar miz-mañ, brudet evit e livioù splann, pradeier-mor hag an delfined a dosta d’an dud.

Er video-mañ o deus Yann-Ildut ha Liza filmet delfined en ur neuial ganto !

°°°

“An huñvre orinat” 🪃

An orinidi a oa ar pobloù kentañ en Aostralia, 50 000 bloaz zo ! Muioc’h a 500 pobl orinat zo. “An huñvre orinat” zo un istor mojennel a gont orin ar bed.

Er video-mañ e c’helli gwelet bugale orinat o c’hoari gant livioù naturel, o livañ o dremmoù ha divrec’h.

°°°

Rekipe hengounel : ar bara damper 🍞

Er video-mañ e weli ur vaouez kozh anvet Nanna a ziskouez d’he bugale penaos fardañ ar bara damper gant ar mod hengounel.