Louarnig 227 • Gwengolo 2021

Korn al levrioù : kinnig a ra ar rubrikenn-nevez-mañ d’ur bugel da lenn ul levr brezhonek (bet profet dezhi.añ) ha da gas e.he soñj da Louarnig war al levr. C’hoant ‘tefe da gemer perzh ? Kae e darempred gant Louarnig o klikañ amañ. Ar miz-man e komz Eilidh deomp eus al levr “Viktor ar bugel gouez”.

Deiziataer : Klik amañ evit sellet ouzh roll devezhioù ar glad e Breizh, hag amañ evit roll novezh ar c’hlaskerezh !

Loened : Sandrine a zesk deomp ne ra kat ar pesked klogorennoù ! Peseurt loened all a ra enta ?

Mat da c’houzout : un devezh bedel eo ar World Clean Up, e lec’h m’en em stroll an dud evit dastum ar muiañ a lastez posupl en natur. Klik amañ evit sellet hag ez eus un dastumadeg tost eus da di, pe evit enrollañ da zastumadeg dit-te !

Tud-bleiz a-enep harozed : kavet e vo video ar film ar miz a zeu, pa vo embannet penn-da-benn e Louarnig !

Krak-ha-Berr : Sed amañ ur video a ziskouez an dremen-gerzherien en Island :