Al laou zo deuet en-dro !

5.00

Al laou zo deuet en-dro e pennoù Olwenn hag Aziliz. Graet eo o soñj gant Tadig ha Mammig : touzet e vo o blev. Ma Doue ! Dav eo kavout un diskoulm all buan…

43 er stok

ISBN: 978-2-86824-247-1 Rummadoù : , , Product ID: 1123

Deskrivadenn

Al laou zo deuet en-dro e pennoù Olwenn hag Aziliz. Graet eo o soñj gant Tadig ha Mammig : touzet e vo o blev. Ma Doue ! Dav eo kavout un diskoulm all buan…

Ar skrivagner
E bed ar buheziñ brezhonek (UBAPAR) emañ Katell Chantreau o labourat. P’he dez amzer avat e plij dezhi skrivañ, he geriadurioù atav digor kichen an urzhiataer. Caminante, danevelloù eus an Andoù a oa bet savet ganti (l’Oeil Electrique, 2006). Evit al levr Balafenn houarn (Keit Vimp Bev, 2012) he doa sikouret Patricia Legrand-Peoc’h da lakaat gerioù war he zamm istor ha da vont war-raok gant ar skrivañ e brezhoneg. Al levr-se ‘n deus tapet Priz ar Yaouankiz hag a blij kalz d’ar re yaouank ha d’ar re all ivez. Embannet eo bet c’hoazh istor Patricia, gant harp Katell atav, e galleg dindan an titl Les ailes froissées (Ouest-France). Met n’eo ket echu : sevel filmoù he deus graet Katell ivez ! Fait maison (2011) zo ur film diwar-benn gwilioudiñ er gêr, hentad ur familh a heulier ennañ.

http://film.fait.maison.free.fr/

http://www.hipolenn.net/

2015, dastumad Priz ar Vugale, 48 p., ment 105 x 150 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0410 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.