An dec’hadenn – Pourmenadenn Yaya 1

10.00

ADVOULLADENN e miz Here 2024 !

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, ‘pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a
Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec’hout kuit. E-kreiz reuz an
emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile :
merc’h ur c’henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev er straedoù.

220 er stok (can be backordered)

ISBN: 978-2-86824-233-4 Rummadoù : , , , , , Product ID: 1363

Deskrivadenn

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, ‘pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec’hout kuit. E-kreiz reuz an emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile : merc’h ur c’henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev er straedoù.
Ar skrivagner
Ganet e oa Jean-Marie Omont e Bro-Varoko e 1972, skolaerien e oa e dud. N’en doa skinwel ebet pa oa bugel met skrammoù ar sinema en doa dizoloet en ur c’harter eus Fez ha buan e oa deuet da vezañ entanetbras gant ar bannoù-treset goude-se. Pa oa distroet da Vro-C’hall e 1982 en doa komprenet e oa disheñvelmat sevenadur ar vro eus pezh en doa anavezet betek hen, ne oa ket ken digor. Istorioù en doa kroget da skrivañ neuze, a-benn tec’hout ar aergelc’h-se, ha mont a rae alies d’ar sinema da vezañ soubet e bedoù all. Bremañ e skriv evit ar skinwel, evit bannoù-treset hag e tiorren raktresoù evit ar sinema.
An tresour
Ganet e oa Golo Zhao e 1984. Diplom Akademiezh arzoù-kaer Guangzhou hag hini Akademiezh film Beijing en deus tapet. Sot eo gant an tresañ hag ar bevaat, labouret en deus evit kazetennoù bannoù-treset araok kas Pourmenadenn Yaya da benn. Aet eo ar maout gantañ e 2010 da geñver priz ar vandenn-dreset wellañ e Gouel Etrevroadel ar Bevaat hag ar Bannoù-Treset e Hanghzou.

http://www.editions-fei.com/

 

2015, 96 p., 180×130 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1870 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.