An enezenn – Pourmenadenn Yaya #4

10.00

En ur vagig o tiroudañ emañ Yaya ha Tuduo, badaouet. war un enezenn zidud eo skoet ‘benn ar fin… Deskiñ a ra yaya en em zibab a-benn gellout chom bev er bed dianav-mañ. Met n’eo ket ken klet ar baradoz naturel-mañ ha ma seblant bezañ… ha souezhadennoù e-leizh a vo a-hed o fennad hent !

197 er stok

ISBN: 978-2-86824-316-4 Rummadoù : , , , Product ID: 1799

Deskrivadenn

En ur vagig o tiroudañ emañ Yaya ha Tuduo, badaouet. war un enezenn zidud eo skoet ‘benn ar fin… Deskiñ a ra yaya en em zibab a-benn gellout chom bev er bed dianav-mañ. Met n’eo ket ken klet ar baradoz naturel-mañ ha ma seblant bezañ… ha souezhadennoù e-leizh a vo a-hed o fennad hent !

Ar skrivagnerien

Ganet e oa Jean-Marie Omont e Bro-Varoko e 1972, skolaerien e oa e dud. N’en doa skinwel ebet pa oa bugel met skrammoù ar sinema en doa dizoloet en ur c’harter eus Fez ha buan e oa deuet da vezañ entanet- bras gant ar bannoù-treset goude-se. Pa oa distroet da Vro-C’hall e 1982 en doa komprenet e oa disheñvel- mat sevenadur ar vro eus pezh en doa anavezet betek hen, ne oa ket ken digor. Istorioù en doa kroget da skrivañ neuze, a-benn tec’hout ar aergelc’h-se, ha mont a rae alies d’ar sinema da vezañ soubet e bedoù all. Bremañ e skriv evit ar skinwel, evit bannoù-treset hag e tiorren raktresoù evit ar sinema.

Renerez ar skrivañ ha kensenarierez eo Charlotte Girard da geñver an heuliad Pourmenadenn Yaya, met senarierez un heuliad nevez anvet Azil eo ivez, asambles gant Jean-Marie Omont.

Ganet eo Patrick Marty e 1963 e Bergerac. E studioù en deus bet graet e Bourdel. Eno e tremene e amzer etre an skol an Arzoù-Kaer pe c’hoazh al lennegezh hag istor an arzoù, er skol-veur. Met troet ‘oa ivez war ar filmoù ha muioc’h-mui war ar c’hleweled. Goude bezañ kejet gant filmaozerien eus e vro e laosko, a-benn ar fin, an arzoù grafek a-gostez da vont war-zu ar sinema. Senarier, sevener ha produer filmoù-berr eo bet, ha skoazeller leurennañ goude-se. Abaoe 2005 e seven telefilmoù evit ar skinwell gall. Piket eo bet e galon gant Bro-Sina hag he sevenadur, ha sot eo ivez gant ar bannoù-treset. Setu penaos eo ganet enklaskoù Ar barner Bao (heuliad bannoù-treset).

An tresour

Ganet e oa Golo Zhao e 1984. Diplom Akademiezh arzoù-kaer Guangzhou hag hini Akademiezh film Beijing en deus tapet. Sot eo gant an tresañ hag ar bevaat, labouret en deus evit kazetennoù bannoù-treset a-raok kas Pourmenadenn Yaya da benn. Aet eo ar maout gantañ e 2010 da geñver priz ar vandenn-dreset wellañ e Gouel Etrevroadel ar Bevaat hag ar Bannoù-Treset e Hanghzou.
http://www.editions-fei.com/

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1820 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.