Ar gurunenn

5.00

Dispartiet eo tud Yannig abaoe nebeud amzer. Dont a ra e dad en-dro d’ar gêr da welet anezhañ… dres pa grog ar c’hraouiañ abalamour d’ar gurunenn ! Asambles e rankint holl chom. Evit pegeit ? Petra a c’hoarvezo ?

26 er stok

ISBN: 978-2-86824-334-8 Rummadoù : , , Product ID: 3613

Deskrivadenn

Miz Meurzh 2020. Diwar-benn ar C’hovid-19 e klever hepken er c’hazetennoù. Dispartiet eo tud Yannig. Gant e vamm emañ o chom e Breizh e-keit m’emañ e dad o labourat e Mulhouse, en un embregerezh sevel karrdioù. Gant ar c’henfinañ en em gav rediet an embregerezh da serriñ ar stal, met kenderc’hel da baeañ e c’hopridi. Setu ma lak tad Yannig en e soñj dont da Vreizh da welet e vab. Met pa wel en-dro an hini a oa e vreg, n’eo ket dres ar pezh a soñje dezhañ a c’hoarvez.

E meur a vro en deus bevet Kristian ar Braz a-raok en em staliañ e Breizh : Alamagn, Iwerzhon, Skos ha Gres. Fil-
maozer, animatour er radio, troer ha skrivagner eo ivez. Div wech eo aet gantañ priz an danevell e brezhoneg e-kerzh
Gouel al levrioù e Breizh. E 2012 evit ar wech kentañ gant Rebetiko, hag an eil gwech e 2018 gant Feunteun Santez
Diboan. Un dastumad danevelloù eo ivez Rebetiko, hag un eil dastumad zo deuet gantañ goude-se, Kroashent-tro. Evit ar re yaouank e skriv ivez Kristian ar Braz. Pevar levr zo bet gantañ da skouer da geñver an dastumad Priz ar Vugale (KVB) : Spont, Pelec’h emañ an Tad Nedeleg ?, Park ar Boudiged hag Ar Gurunenn, pe c’hoazh Kest e dastumad Priz ar Yaouankiz (KVB).

Skeudenn ar golo : Fabrice Mosca

Dastumad Priz ar Vugale 2021 – 54 f. – 10,5 x 15 cm – Golo gwevn

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.047 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.