Ar Morgazh

6.00

Lazhet zo bet ur gazetennerez italian. Oc’h ober un enklask diwar-benn un trafikerezh danvez pistrius kaset da Somalia e oa. Karget eo polis Italia eus an afer. Un istor diazezet war fedoù gwir…

96 er stok

ISBN: 978-2-86824-252-5 Rummadoù : , , Product ID: 1371

Deskrivadenn

An istor

Lazhet zo bet ur gazetennerez italian. Oc’h ober un enklask diwar-benn un trafikerezh danvez pistrius kaset da Somalia e oa. Karget eo polis Italia eus an afer. Un istor diazezet war fedoù gwir…

Ar skrivagner
Ganet eo bet Jakez-Erwan MOUTON e Sant Malou, e 1957. Eno en deus tremenet ur bugaleaj eürus. D’an oad a zaouzek vloaz eo kroget da zeskiñ brezhoneg e-unan. Graet en deus e studioù uhel e Skol-Veur Roazhon, war ar saozneg ha war ar brezhoneg. Er bloavezh daou vil en deus tapet ar C’hapes saozneg-brezhoneg ha c’hoazh ur Master e brezhoneg. Tremenet en deus ur bloavezh e Bro-Gembre evel « French assistant » hag ur bloavezh all e Bro-Skos, e King’s College, evel lenner. Kelenner istor eo bremañ en un hentenn divyezhek, e skolaj Sant Stanislas Lokournan-Leon. Atav hag a-viskoazh eo bet trelatet gant ar mor. Pa vez brav an amzer e plij dezhañ mont da gayakiñ e-unan pe neuial. A-hent all e ra yoga hag e lenn forzhik : levrioù istor dreist-holl. Skrivañ a ra kazi bemdez hag e brezhoneg dreist-holl.

2015, Priz ar Yaouankiz 2016, 174 p., 110×180 mm

A-benn sellout ouzh ar filmig zo bet graet diwar-benn Jakez-Erwan MOUTON hag e levr Ar Morgazh, klikit war ar skeudenn amañ-dindan :

video ar morgazh jaques-yves jakez-erwan mouton 2015 PAY

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1570 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.