Deskrivadenn
Gant un troer-biñsoù eo deuet Youenn d’ar skol. Kerkent ha deuet poent an ehan eo krog ar strollad paotred yaouank da doullañ douar ar porzh gantañ, pep hini d’e dro. A-greiz holl e stok unan anezho ouzh un dra galet…
Ganet eo Anthony Renaudin e 1977 en Naoned, skolaer eo, dimezet, 2 vugel. Skrivet en deus 2 levr evit PAV/PAY : Iskisat Breur Bihan, e 2011 hag “Ar Voest” e 2012. Treiñ a ra ivez levrioù brudet dindan un anv all (Dek Morian Bihan, Ki ar Vaskervilled,…).
2012, dastumad Priz ar Vugale, 57 p., ment 105×150 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.