Avalon

6.00

War ur pont maen e oa Sinead, Duncan ha Luigi. Treuzet o doa ur gêriadenn, hag e gwirionez e oant kollet. Ne welent ket mui trolinennoù uhel ar menezioù o begoù goloet gant erc’h peurbadel. Ankeniet e oa Luigi. Ne anaveze ket an hent-mañ ha, goude daou zevezh war ar varc’h, ne ouie ket gant peseurt hini ez ae an tri c’humpagnun. Ouzhpenn-se en doa merzert an templour roudoù kezeg war an douar glebiet gant ar glav.

100 er stok

ISBN: 978-2-86824-147-4 Rummadoù : , Product ID: 1378

Deskrivadenn

Trede levr heuliadenn “Troioù-kaer Duncan O’Hara : Emgannoù Duncan O’Hara, Abati an Aon, Avalon.

War ur pont maen e oa Sinead, Duncan ha Luigi. Treuzet o doa ur gêriadenn, hag e gwirionez e oant kollet. Ne welent ket mui trolinennoù uhel ar menezioù o begoù goloet gant erc’h peurbadel. Ankeniet e oa Luigi. Ne anaveze ket an hent-mañ ha, goude daou zevezh war ar varc’h, ne ouie ket gant peseurt hini ez ae an tri c’humpagnun. Ouzhpenn-se en doa merzert an templour roudoù kezeg war an douar glebiet gant ar glav.

Gant e gest emañ Duncan atav, an hudourez Sinead hag an templour kozh Luigi en e gichen. War roudoù e dad emañ abaoe al levr kentañ. Ha dont a raio a-benn d’en em gavout gantañ, daoust da Roy Black oc’h enebiñ dalc’hmat ?

Ganet eo Pierre-Emmanuel MARAIS e Naoned hag eno ‘mañ o chom c’hoazh. Brezhonegerien eo e vugale, egiztañ. Skrivañ a ra e brezhoneg hag e galleg. Embannet en deus 5 levr evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : Ronan ar c’horrigan, Deomp Slowly ha Troioù-kaer Duncan O’Hara (I, II, III). Un nebeud danevelloù savet gantañ a zo bet embannet e-barzh Al Liamm ha ganto eo bet ivez embannet Alje 57 ha Divemor.

2010 – Priz ar Yaouankiz – 87 p. – 11 x 18 cm

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0820 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Avalon”

Your email address will not be published. Required fields are marked *