Barrek !

5.00

Hir eo an hent etre Konakri ha Londrez. Gouzañvet en deus graet kalz Sekou pa oa war an hent. Strivoù en deus ranket ober. Dre chañs eo bet skoazellet.

39 er stok

ISBN: 978-2-86824-337-9 Rummadoù : , , Product ID: 3617

Deskrivadenn

Da 16 vloaz eo rediet Sekou da guitaat e familh hag ivez Ginea, lec’h m’eo ganet. Mont a ra gant an hent war-zu Bro-Saoz, o soñjal e c’hello kavout en-dro e vreur Abou eno. War e hent, e Naoned, e kej gant Waris hag a zo tont eus memes bro hag eñ. Waris a sikour anezhañ da gompren penaos e ya en-dro ar c’hampoù repuidi. Ar gelennerez Bahija a zeu ingal di ha kejañ ganti ha gant he mab a vo un darvoud a-bouez e buhez Sekou.

Ur skrivagner eus Naoned eo PIERRE-EMMANUEL MARAIS. E galleg hag e brezhoneg e skriv hag e ra war-dro buheziñ ur strollad lenn e brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an noz. Daou briz en deus bet evit e romant Alje 57 embannet e 2012 : ar priz Langleiz ha priz Dazont ar brezhoneg. E stern Priz ar Yaouankiz en deus skrivet meur a romant ivez, en o zouez an drilogiezh Duncan O’Hara. Evit ar pezh a sell ouzh Priz ar Vugale, enta, eo-eñ oberour Gaza, Ronan ar c’horrigan ha Deomp Slowly.

 

Image de couverture : Fabrice Mosca

Dastumad Priz ar Vugale 2021 – 68 p. – 10,5 x 15 cm – Golo gwevn

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.056 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.