Dao d’ar viltañsoù !

8.00

Da vat eo ret skarzhañ anezho ac’halemañ. Trawalc’h gant o bourdoù. Met penaos ober ?

244 er stok

ISBN: 978-2-86824-301-0 Rummadoù : , , , Product ID: 3635

Deskrivadenn

Da vat eo ret kaout an disamm anezho. Skarzhañ anezho ac’halemañ. Trawalc’h gant o bourdoù ! Met penaos ober ?

Al levr-mañ a zeu da-heul Mamm-gozh ne blij ket ar viltañsoù dezhi ! (2014, diviet)

Troidigezh : Mich BEYER

Tisavourien e oa tud Julien Weber-Acquaviva e genoù ar Penze. Kerkent ha ganet e oa bet soubet e arzoù a bep seurt. Klevet ‘n doa, babig, sonadegoù jazz ha treset tro-kein skritelloù digoradurioù. Erru bras (a vent) en doa studiet ar sonerezh hag an arzoù neuziañ hag e kendalc’h hiziv gant an hent-se, e Brest. Seniñ klaouieroù « sonerezh ar bed » en deus graet e meur a strollad (Mi Alma, Studio Fantôme gant Arnaud Le Gouëfflec, Compagnie mO3, La Rigole, Petit
Moineau, Sofiane Saïdi, arvestoù bev e-giz Les Soeurs André h.a.). Goude bloavezhioù a ziskouezadegoù personel pe a-stroll (da 12 vloaz dija, gant livadurioù ha staliadurioù video) hag a c’hraferezh (labeloù Innacor, Nocturne, Bruit qui pense h.a.) eo staget en-dro, un nebeud bloavezhioù zo, gant ar skeudennaouiñ, ar bannoù-treset, ar c’harnedoù-beajiñ hag al livañ, o vezañ m’eo awenet peurliesañ gant Enez-Eusa pe menezioù Korsika, atav en e benn mennozh ar veaj hag
ar bugaleaj. War un dro e labour war raktresoù bannoù-treset, oberennoù evit ar re yaouank, pe c’hoazh filmoù bevaat evit e raktres sonerezh Tasar Expérience. En deiz a hiziv e tres evit an embannerien Rhu, Keit Vimp Bev, Circonflexe hag ar gazetenn Le Chasse-Marée. Ezel oberiat eus ar gazetenn CASIER[S] eo ivez.
Gantañ eo aet ar maout da geñver ar priz « Levrioù e Brezhoneg » e 2014 gant Mamm-gozh ne blij ket ar viltañsoù dezhi ! (KVB)

2020 – Dastumad Plijadur o Lenn – 28 p. – 20 x 20 cm – Golo gwevn

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.139 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Dao d’ar viltañsoù !”

Your email address will not be published.