Deskrivadenn
Peder danevell etre Irak, karterioù diaes ur banlev, un ti war ar maez hag ur geriadenn e Monjerbia. Ur veaj a-vremañ en ur bed a zo tost a-walc’h ouzh hini 2012.
Milena Krebs, ur plac’h n’he deus ket c’hoant lavarout he anv gwir pe mont dirak ur c’hamera pe ur strollad tud yaouank. Plijout a ra dezhi kontañ istorioù kriz a-vremañ, mont war zu ar follentez, follentez ar bed a-hiziv hag amañ. N’eo ket ken brav ar vuhez, met pennadoù dispar a zo da vevañ memestra. Skrivet he deus un daouzeg bennag a zanevelloù : “Mein Garten hatte Blumen, Roue an teilh, Ar galon ne gosha ket …” Barzhonegoù a vez skrivet ganti ivez. Bet eo bet trec’h meur a wech e konkourioù haiku e galleg hag e brezhoneg.
2013, dastumad Priz ar Yaouankiz, 49 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.