Dek morian bihan

9.00

Ar romant polis gwerzhet ar muiañ er bed : ouzhpenn 100 milion a skouerennoù ! Dek… Dek den e-barzh ur maner digenvez war un enez a-vaez da aod an Devon bodet gant un den kevrinus anvet “U. N. Owen”. E-pad koan e vez tamallet ouzh pep hini anezho, gant ur gemennadenn enrollet, kuzhat ur sekred kablus.

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-157-3 Rummad : Product ID: 1607

Deskrivadenn

Ar romant polis gwerzhet ar muiañ er bed : ouzhpenn 100 milion a skouerennoù ! Dek… Dek den e-barzh ur maner digenvez war un enez a-vaez da aod an Devon bodet gant un den kevrinus anvet “U. N. Owen”. Nav… E-pad koan e vez tamallet ouzh pep hini anezho, gant ur gemennadenn enrollet, kuzhat ur sekred kablus. Hag a-raok fin an noz e varv unan eus ar gouvidi. Eizh… Troc’het diouzh ar bed gant ur barrad gwallamzer, hag hentet gant ur rimadell bugale savet evel ur gont a-c’hin… e krogont da vervel, unan hag unan. Seizh… Piv en o zouez eo ar muntrer, ha daoust hag unan anezho a chomo bev ?

E Naoned eo ganet Olier BIGUET, an troer, e 1977. Dibabet en deus da ren e vuhez e brezhoneg : labourat a ra evel skolaer en ur skol Diwan, e vugale dezhañ en deus desavet penn-da-benn e brezhoneg. Plijet eo gant an treiñ e brezhoneg : sikouret en deus Keit Vimp Bev evit reizhañ pe ober troidigezhioù – daou levr troet gantañ a zo bet embannet. Ha pelloc’h eo aet zoken o skrivañ levrioù evit ar re yaouank !

2011, 324 p., 110×180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.2900 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.