Diskornet

6.00

98 er stok

ISBN: 978-2-86824-343-0 Rummadoù : , Product ID: 3437

Deskrivadenn

Pa ne oa ket tud Aziliz evit gouzañv endro bevañ o amzer ken, o doa asantet bezañ skornet evit bezañ dihunet kantvedoù pelloc’h, d’ur mare m’eo deuet o bro da vezañ didud ha disaotr, ha sevel ur geoded diouzh o doare. N’eus ket deuet ganto, siwazh, pezhioù erlerc’hiañ a-walc’h evit lakaat o holl vekanikoù da badout gwall bell. Klasket e vez e rivinoù ar c’hêrioù aet da get ar pezh a vank dezho, hag e-kerzh unan eus ar furchadegoù-se e kavo tad Aziliz ur bravig iskis hag a lakaio ar grennardez d’ober ur gavadenn dic’hortoz.

E Brest, e 1960, eo ganet Paol ar Meur, skrivagner breizhat. Eus Brest e oa e familh a-berzh tad, martoloded stad ha micherourien an arsanailh. Deus Kore e oa e dud-kozh a-berzh mamm, labourerien-douar bihan eno. Er Post e oa implijet ha desket gantañ ar brezhoneg er skol-veur ha gant kentelioù dre lizher. Aboae ar bloavezhioù 90 e skriv pennadoù liesseurt, en o zouez testenioù e veajoù er broioù pell, evit meur a gazetenn vrezhonek ha kemeret en deus perzh evit azasaat e brezhoneg levrioù istor evit ar skolajoù ha liseoù divyezhek. Kemeret en deus perzh en dastumad Priz ar Yaouankiz gant Eus an eil steredenn d’eben e 2013 ha gant Dremm guzh Eskalibur warlene.

Rummad Priz ar Yaouankiz, skiant faltazi
ISBN 978-2-86824-343-0
11×18 cm / 64 p.
Here 2020

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.66 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.

Marteze e vefec'h plijet ivez gant kement-mañ…