Deskrivadenn
E vakañsiñ e ti he mamm-gozh emañ Lila. E foñs ar jardrin e wel ur vrav a wezenn velen, toullet he c’hef. Mont a ra Lila a-barzh. Mes ar wezenn velen-mañ n’eo ket ur wezenn evel ar re arall…
Ganet eo Myriam Guillevic e Gwened e 1965. Kelennourez war ar brezhoneg eo- hi en Deskadurezh Stad. Goude bezañ bet skrivet daou skrid-memor e-pad he studioù e departamant ar studioù keltiek e skol-veur Roazhon 2 he deus kroget un doktorelezh da gompren penaos e ya ar c’hanaouennoù poblek vrezhonek da vezañ kanaouennoù hengounel. Skrivañ a ra kanaouennoù ingal, en o zouez lod evit Erik Marchand pe evit ar strollad Liù. Skrivañ a ra ivez kontadennoù. Unan anezhe a zo bet skignet e Louarnig, ur gelaouenn e brezhoneg evit ar re yaouank. Embannet zo bet daou hag he istorioù get Keit Vimp Bev dija : “Priñsez Marianna” ha “Dousig Tad-kozh”
2016, dastumad Priz ar Vugale 2017, 34 p., ment 105 x 150 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.