Em c’halon

8.00

Petra zo en da galon ?

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-298-3 Rummadoù : , Product ID: 1795

Deskrivadenn

Petra zo en da galon ? Ul levr diwar-benn ar fromoù.

Ar skrivagnerez – Ganet eo Lena Coat e Brest e 1990. Skoliataet eo bet e Diwan betek fin al lise. Un aotregezh brezhoneg ha saozneg he deus bet e skol-veur Brest a-raok mont da Skol ar Vistri e Sant-Brieg. Mestrez skol-vamm divyezhek eo e Plougonvelen abaoe 2016. Ar wech kentañ eo dezhi skrivañ ul levr.

An dresourez – Ganet eo Géraldine Hary e Naoned e 1977. Kresket he deus Liger-Atlantel. Labouret he deus er skolioù hag evit un oaled evit ar vugale e Liger-Atlantel. A-bouezh eo bet al labour-se eviti. Rannet he deus he c’harantez evit an tresañ hag al levrioù gant ar vugale. Goude-se eo erruet e Brest. E-pad he ehan kerentel evit eil bugel ar familh he deus Géraldine adkroget gant al livadur. Lennegez, skrivadur, tresadennoù, bugale… Ur raktres a oa o tont er-maez ! E miz Genver 2009 he deus choazet Géraldine da vezañ skrivagnerez, tresourez ha livadurez a-vicher. Embannet he deus istorioù e-barzh Rouzig ha graet he deus war-dro kartennoù-hetoù. « Les racommodeuses des coeurs déchirés » zo he c’hentañ albom evit ar re vihan, embannet ti Les Petits Pas de Ioannis. E 2012 he deus choazet krouiñ he zi-embann « Les éditions P’tits Baluchon ». 5 bloaz goude, echu gant ar raktres-se ha krog a ra en-dro Géraldine gant ar studioù, war ar brezhoneg ar wech-mañ ! 2 levr a zo embannet dija e ti Keit Vimp Bev : « Nag a loened » hag « Ar C’hwezigelloù ». Bevañ a ra bremañ kostez Kemper gant he fried hag he zri bugel.

Rummad Bihan-Bihan – 24 pages – golo souple

 

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1230 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.