Gouel laouen dit Mammig ! – Troioù-kaer Rouzig

4.00

Bep a livadenn a zo bet graet gant ar vugale evit gouel o mamm. Unan a zo bet graet gant Rouzig zoken !

98 er stok

ISBN: 978-2-86824-242-6-- Rummadoù : , , Product ID: 1069

Deskrivadenn

Dastumad Troioù-Kaer Rouzig : Un dastumad levrioù nevez vit ar vugale a zo etre 4 hag 8 vloaz. Un dibab e-touez plankennoù embannet er gazetenn Rouzig a vo kavet dindan stumm levrigoù !
Gouel Laouen Dit Mammig ! : Bep a livadenn a zo bet graet gant ar vugale evit gouel o mamm. Unan a zo bet graet gant Rouzig zoken !

An oberour, Christophe BABONNEAU
E Naoned eo ganet, e 1967. Ur stummadur treser bruderezh en deus graet e skol Pivaut Naoned, etre 1986 ha 1989. Labouret en deus e-pad un nebeud bloavezhioù e-giz maketenner, goude e servij soudard. Er Morbihan eo aet da chom e 1998 hag en deus kenlabouret eno gant an treser René Le Honzec war an dastumad Histoire de Bretagne en BD evel liver hag eil treser (rannoù 4, 7 hag 8) ha war an dastumad Histoire de France en BD (rannoù 1 ha 2) ivez, met n’eo ket aet ar raktres-mañ betek penn. Adalek ar bloavezh 2000 en deus skeudennaouet Christophe kontadennoù dindan stumm bannoù-treset ha krouet bep miz unan da vezañ embannet er gazetenn Rouzig (gant KVB) : Troioù-Kaer Rouzig just a-walc’h ! Ingal eo bet o labourat gant anti-embann-se. Skeudennaouiñ istorioù e Rouzig, krouiñ ul lizherenneg, kenlabourat war Dindan selloù Grallon/ Sous le regard de Gradlon, ijinañ ha tresañ bannoù-treset Naggeneen er gazetenn Louarnig… Adalek 2002 e kenlabour e-pad daou vloaz da sevel ar gelaouenn daouviziek Granites a embann pennadoù ha keleier a-zivout an troioù-bale e Breizh. Enni e ra tresadennoù da skeudennaouiñ karnedoù-hent Flaubert ha Descamp. Aozer skeudennoù ur rummad 11 plankenn diwar-benn faon ha bleuniadur Breizh eo ivez. E peder yezh int bet troet (brezhoneg, saozneg, latin ha galleg).

2016, Troioù-kaer Rouzig, 8 p., 150 x 150 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0300 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Gouel laouen dit Mammig ! – Troioù-kaer Rouzig”

Your email address will not be published. Required fields are marked *