Kele… yer !

5.00

Pa lak ur plac’hig en he fenn sikour ar yer da stourm ouzh al louarn, gant sikour he zud-kozh.
Aes eo da lenn, gant kalz a zivizoù ennañ.

197 er stok

ISBN: 978-2-86824-335-5 Rummadoù : , , , Product ID: 3620

Deskrivadenn

O vakañsiñ e-ti he zud-kozh emañ Bleuenn. Sot eo he mamm-gozh, Mumu, gant ar c’heleier. En he bleud e vez gant kement benveg kehentiñ. Padal eo he gwaz, Pêr, skeudenn ar peizant kozh, war e leve, barrek war pep tachenn. Douaroù, gwenan ha yer en deus. Ret eo dezhañ gwareziñ e yer rak ur preizer meur : al louarn ! Met penaos ober ? Gant armoù ? Gant ur spontailh ?

Eus Bro-Dreger eo MURIEL LE MORVAN, met e Naoned eo he deus bevet he bugaleaj hag eno he deus desket brezhoneg. Kazetennerez eo-hi, war-dro ar c’heleier e Penn-ar-Bed a ra evit France 3 Breizh, e galleg hag e brezhoneg, abaoe 1989. E-kerzh ar bloavezhioù 2000 eo staget da skrivañ evit he bugale ha staget ivez da gemer perzh e Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale, meur a wech : Krampouezh pe Pizza (2004), Penaos lakaat Itron al Loar da c’hoarzhin ? (2008), Evel ki ha kazh (2009). E 2009 e ya gant Muriel Le Morvan priz kêr Lannarstêr da geñver un danevell skrivet ganti hervez buhez Mari Kastellin. Hag e 2011 e tap priz an danevell e brezhoneg (Gouel al levrioù e Breizh/kêr Karaez) gant Un nozvezh orañjez fluo.

Skeudenn ar golo : Fabrice Mosca

Dastumad Priz ar Vugale 2021 – 46 p. – 10,5 x 15 cm – Golo gwevn

 

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.041 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Kele… yer !”

Your email address will not be published. Required fields are marked *