Koupaia

5.00

Mignonezed a-viskoazh eo Lorna ha Koupaia, daoust ha disheñvel-tre eo o famillhoù. Kontañ a ra pep tra unan d’eben, dreist holl traoù chomet kuzh. Met perak eo ken strafuilhet Lorna ? Daoust ha liammet eo gant emzalc’h nevez he breur, pe fallagriezh he mamm-gozh ? Klask a ra Koupaia kompren.

Laurence Lavrand zo ur skrivagnerez vreizhat evit ar yaouankiz, e galleg ha brezhoneg. C’hoar eo d’an embanner ha skrivagner brezhoneg Yann-Fañch Jacq. Bet eo o chom e Mayotte e-pad c’hwec’h vloaz. Distro eo da Vrest war he leve. Darn eus he levrioù galleg zo bet troet e brezhoneg. Labouret he deus Laurence Lavrand he buhez-pad e-touez skolajidi ha liseidi evel diellourez, ha kroget da skrivañ evito pell ‘zo dija, diwar-benn dodennoù an amzer a vremañ.

46 er stok

ISBN: 978-2-86824-351-5 Rummadoù : , Product ID: 5012

Deskrivadenn

Laurence Lavrand – Keit Vimp Bev

Dastumad Priz ar Yaouankiz 2022
10-13 vloaz
11×18 cm / 40 p. / Kein karrez peget
Octobre 2021/ 5€
Skignet gant : Coop Breizh

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.045 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.

Marteze e vefec'h plijet ivez gant kement-mañ…