Lizherenneg al lutun glas

12.00

Gant al levr-mañ e c’hello ar vugale hag o c’herent dizoleiñ gerioù nevez e brezhoneg. War pep pajenn, ul lizherenn ha meur a zresadenn kaer diwar awen C. Babonneau d’he skeudennaouiñ

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-137-9 Rummad : Product ID: 1075

Deskrivadenn

Gant al levr-mañ e c’hello ar vugale hag o c’herent dizoleiñ gerioù nevez e brezhoneg. War pep pajenn, ul lizherenn ha meur a zresadenn kaer diwar awen C. Babonneau d’he skeudennaouiñ. E-kreiz an oberenn e c’hello ivez al lenner c’hoari gant ar gerioù bet dizoloet gantañ.

Lemm eo tres Christophe Babonneau. Kalz a skeudennoù loened en deus savet evit ar skolioù brezhonek, ul labour aketus, ur bern munudoù ennañ. Meur a levr evit ar re yaouank skeudennaouet gantañ a zo bet embannet gant KVB ivez : Troioù-kaer Rouzig, Lizherenneg al lutun glas ha Dindan selloù Grallon. Hep disoñjal ar bannoù treset embannet en hor c’hazetennoù : Rouzig ha Naggeneen. Gant bed al lutuned ha gant ar Grennamzer eo dedennet bras hag an temoù-se eo a adkaver el labourioù kaset da benn gantañ, e-ti an embannadurioù Soleil da skouer.

2010, 32 p., ment A4, golo kartoñs kalet

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.5000 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.