Lunedoù Fañchou

6.00

« Amañ e vez pout an dud » a soñje Jon, d’an devezh kentañ m’en em gavas e skolaj Armand Robin, o sellet ouzh hailhoned ar c’hlas, Mike, Seb hag o mignoned. Eizh miz goude , koulskoude, ne fell ket dezhañ kuitaat anezho. Desket en deus anavezout an dud, ar re jentil koulz hag ar re zrouk, ar re yaouank koulz hag ar re gozh.

100 er stok

ISBN: 978-2-86824-105-4 Rummadoù : , Product ID: 1493

Deskrivadenn

Tralalalaleno… Poum Poum… Diroll eo Mike – Michael Bescond – ur wech ouzhpenn. Evel boaz. Bannañ paper, c’hoari e varmouz pa dro ar c’helenner e gein… Ha kerkent ma ya hemañ kuit e tiskouez kaout muioc’h a startijenn c’hoazh. Ha fent. Ha mennozhioù droch. Kroget en deus er skubelenn, pignet eo war an daol, hag eñ da c’hoari Harry Potter, oc’h ober van da nijal. « Amañ e vez pout an dud » a soñje Jon, d’an devezh kentañ m’en em gavas e skolaj Armand Robin, o sellet ouzh hailhoned ar c’hlas, Mike, Seb hag o mignoned. Eizh miz goude , koulskoude, ne fell ket dezhañ kuitaat anezho. Desket en deus anavezout an dud, ar re jentil koulz hag ar re zrouk, ar re yaouank koulz hag ar re gozh.

Yann-Fañch JACQ en deus skrivet 10 levr evit an dud deuet hag un 20 bennak evit ar re yaouank, ha gounezet gantañ meur a wech ar Priz ar Yaouankiz. Kelenner war ar brezhoneg eo e skolaj Diwan ar Releg hag el lise Diwan Karaez. Skrivañ a ra reoliek evit ar sizhuniek Ya! hag a gustum kenurzhiañ ouzhpenn. http://yabzh.com/

2010 – Priz ar Yaouankiz – 66 p. – 11 x 18 cm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0660 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Lunedoù Fañchou”

Your email address will not be published. Required fields are marked *