Me an hini eo

8.00

Distrujet an holl vleunioù el liorzh, dour e pep lec’h er sal-dour, torret al lestr, tresadennoù ouzh ar voger…
Met piv eo an hini en deus graet an holl sotonioù-se ?
Hag un euzhvil a vefe er gêr ?

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-282-2 Rummadoù : , Product ID: 1078

Deskrivadenn

Distrujet an holl vleunioù el liorzh, dour e pep lec’h er sal-dour, torret al lestr, tresadennoù ouzh ar voger… Met piv eo an hini en deus graet an holl sotonioù-se ? Hag un euzhvil a vefe er gêr ?

Eus Bro-Italia e teu familh Cee Cee Mia, met ganet eo-hi e Bro-Veljik. Yaouank eo c’hoazh p’en em gav e Bro-C’hall hag eno he deus tro da vont da bourmen un tamm pep lec’h, er C’hreisteiz kement hag en Hanternoz. Diwezhatoc’h ez a da vevañ er Stadoù Unanet hag e timez e Bro-Dunizia… Ur gwir beajourez eo-hi ! Laouen e vefe bet o kaout meur a vuhez, a-benn lakaat holl hec’h hunvreoù da zont da benn, met unan he deus hepken ! Divizout a ra neuze bevañ diwar ar skrivañ. Didrouzig da gentañ, met o tiorren he dreist-galloudoù tamm ha tamm… A-benn ar fin eo-hi gouest da veajiñ dre ar bed hep kuitaat he burev ! Ha bep noz, pa vez kousket ar vugale fur (met pa ra van he bugale da gousket), e sav war kein ar gerioù hag e nij kuit davet broioù pell.

Un dizagnour tudennoù hag ur skeudennaouer eo Jorfe. E Barcelona, Katalonia, emañ-eñ o vevañ. A bep seurt en deus bet tro d’ober e-kerzh ar 15 vloaz tremenet, eus ar bruderezh d’ar skeudennaouiñ levrioù evit ar vugale, pe c’hoazh ar bandennoù-treset hag an empentiñ gwiskamantoù. Un tamm pep lec’h e Bro-Spagn en deus labouret, met ivez er Rouantelezh Unanet, e Amerika an Norzh ha Su, e Europa, e Azia, evit ar studioioù ha merkoù gwellañ. Evit e gont e vez bremañ o labourat ha laouen e vez pa vez kinniget dezhañ raktresoù divoutin. Lec’hienn : www.jorfe.com

2017 – Collection Bihan-Bihan – 26 p. – 20×20 cm

VERSION AUDIO ICI

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1290 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “Me an hini eo”

Your email address will not be published. Required fields are marked *