Deskrivadenn
E bourzh an Orient-Express emañ Hercule Poirot, da vont da Londrez. E-kerzh ar veaj eo lazhet M. Ratchett, un Amerikan pinvidik. Buan e vo dizoloet gant Poirot eo Cassetti e anv gwir. O tec’hout-kuit e oa-eñ goude ma voe bet skrapet ha lazhet ur plac’h yaouank hec’h anv Daisy Armstrong, er Stadoù-Unanet, pemp bloaz a-raok. Ehanet eo an tren gant an erc’h, dre ret eo kablus unan eus an dud a oa asambles gant ar muntrad er bagon-gwele. Un darvoud c’hoarvezet e gwirionez eo an hini a zo bet implijet er romant-mañ gant ar skrivagnerez hag a gustume beajiñ en Orient-Express. Gant an erc’h e oa chomet sac’het an tren-se e-kerzh ur sizhunvezh.
Unan eus skrivagnerien brudetañ ar bed-holl eo Agatha Christie (1890-1976). He oberennoù eo ar re a lenner ar muiañ e bed ar saoznegerien, goude William Shakespeare. 65 romant zo bet embannet ganti, 154 danevell hag 20 pezh-c’hoari, troet ma ’z int bet e pep lec’h dre ar bed. E lec’hioù serr e c’hoarvez an darn vrasañ anezho, en doare ma c’hello al lenner klask gouzout piv eo an hini zo kablus a-raok fin al levr.
Ganet eo Olier Biguet e 1977 en Naoned, skolaer eo. Skrivet en deus 2 levr evit Priz ar Yaouankiz : Iskisat Breur Bihan (2011) ha Priz ar Vugale : Ar voest (2012). Treiñ a ra ivez levrioù brudet (Dek Morian Bihan, Ki ar Vaskervilled…).
2014, 392 p., ment 110×180 mm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.