Nebaon

6.00

Penaos chom nebaon p’emaer kollet er c’hoadoù, rediet da guitaat ar vro pe war-nes da vezañ lazhet gant ur pezh-mell marc’heg ? Setu teir danevell evit respont d’ar goulenn. Nebaon, kemerit al levr-mañ ha lennit !

60 er stok

ISBN: 978-2-86824-278-5 Rummad : Product ID: 1517

Deskrivadenn

Penaos chom nebaon p’emaer kollet er c’hoadoù, rediet da guitaat ar vro pe war-nes da vezañ lazhet gant ur pezh-mell marc’heg ? Setu teir danevell evit respont d’ar goulenn. Nebaon, kemerit al levr-mañ ha lennit !

A orin eus Plistin eo Paskal an Intañv, met o chom bremañ e Plounevez-Moedeg. Un tregeriad ‘ta ! Ganet eo e 1972. Graet en deus studioù war ar brezhoneg e Roazhon, aet da gelenner goude e-pad un toullad bloavezhioù. Skrivañ a ra danevelloù gwech ha gwech all (pa gav nerzh hag amzer!), a vez embannet e-barzh Al liamm. Ur romant a zo bet skrivet gantañ ivez, Udora pe afer an ed-du, tapet gantañ Priz dazont ar brezhoneg da geñver Prizioù Frañs 3 e 2016. Gant Er gwallhunvre e oa ar wech kentañ dezhañ skrivañ evit ar vugale pe ar grennarded.

Ganet e Pariz en ur familh hep brezhonegerien (daoust d’e dad bezañ genidik eus Kastell Paol), tremenet en deus Yann Trocheris e holl vakañsoù bugaleaj e Rosko. Kroget en deus gant deskiñ brezhoneg e Pariz d’an oad a 14 bloaz un tammig dre zegouezh met plijet e oa bet da welout kement disheñvel e oa diouzh ar galleg. Disoñjet un tammig e voe ar yezh e-pad e yaouankiz pa oa oc’h ober studioù e Skol Veur. Adkroget en deus da zeskiñ da vat er bloavezhioù 90. Kejet en deus gant brezhonegerien ampart evel Hervé Gouedard, o deus donaet e garantez evit ar yezh. Ar re-se o deus bountet anezhañ da vezañ animatour kentelioù noz e «Ti ar Vretoned» e Pariz abaoe penn kentañ ar c’hantved-mañ.

Gwenvred Latimier-Kervella he deus gounezet Priz ar Yaouankiz evit he romant Huñvreoù e 2004. Kemeret he deus perzh e dastumadegoù danevelloù (Karantez dispaket gant An Alarc’h, Un, div, teir Keit Vimp Bev). Skrivañ a ra ur wech an amzer evit ar gelaouenn Al Liamm pe Bremañ. Levraouegerez eo e Pariz.

2017 – 52 p. – 11 x 18 cm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0490 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.