Nolwenn, Bim hag al laer

6.00

Deuet eo ar vakañsoù. Muioc’h a amzer he do Nolwenn evit ober war-dro ar c’hi bihan melen bet profet dezhi nevez zo. Evel boaz e tremeno he vakañsoù gant he mignoned e tachenn dudi Porzh Avel. Plijadur a vez bep taol, ha gwelloc’h e krog an traoù c’hoazh ar wech-mañ, rak ur raktres eus ar c’hentañ zo gant ar grennarded… Met aet eo ki Nolwenn diwar-wel, hag ul laer a lakaio diaes ar skolajidi…

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-272-3 Rummadoù : , , Product ID: 1525

Deskrivadenn

Deuet eo ar vakañsoù. Muioc’h a amzer he do Nolwenn evit ober war-dro ar c’hi bihan melen bet profet dezhi nevez zo. Evel boaz e tremeno he vakañsoù gant he mignoned e tachenn dudi Porzh Avel. Plijadur a vez bep taol, ha gwelloc’h e krog an traoù c’hoazh ar wech-mañ, rak ur raktres eus ar c’hentañ zo gant ar grennarded… Met aet eo ki Nolwenn diwar-wel, hag ul laer al lakaio diaes ar skolajidi…

E Ploneour-Lanvern (29) eo ganet Annie Coz. Un atant bihan o doa he zud, ha brezhoneg a veze komzet ganto bemdez. Met e skol Kemper, lec’h ma oa hi o studiañ hag o vevañ e oa difennet kaozeal ar yezh. Ne c’helle dont en-dro er gêr nemet ur wech ar miz ha tamm-ha-tamm e voz kollet ar brezhoneg ganti. Koulskoude e oa dedennet-tre gant ar yezhoù. Setu perak e oa bet choazet ganti mont da studiañ an alamaneg e Roazhon. Bevet he deus daou vloaz e Bro-Alamagn ha tapet he deus ar C’hapes evit dont da vezañ kelennerez war an alamaneg. Keit ha ma voe bev he zud e oa ar brezhoneg yezh emvodoù ar familh. Darbet e voe dezhi koll ar yezh gant marv he zud met e 1968 e voe dimezet gant Jakez Cosquer, stourmer evit ar brezhoneg, ha goude-se e voe lakaet he merc’h er skol divyezhek. O vont war he leve he doa lavaret d’he gwaz : “paeet ‘m eus va dle d’ar Republik, bremañ on libr d’ober ar pezh a blij din. Ma ‘z out a-du e vo komzet e brezhoneg kenetrezomp adalek bremañ.” En em enskrivañ a ra neuze e Skol an Emzav (kreizenn studiañ ar brezhoneg) ha tapout a ra he aotreegezh war ar brezhoneg. Embann a ra he levr kentañ e 2014 e ti Skol Vreizh, Bili er mor. Goude-se e teuas buan a-walc’h ganti ar c’hoant skrivañ evit ar re yaouank, ar re zo o teskiñ ar yezh hiriv an deiz. Milio hag ar viziterien noz a voe embannet e ti Skol Vreizh ha Nolwenn, Bim hag al laer e ti Keit Vimp Bev.

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0940 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.