Pelec’h emañ an Tad Nedeleg ?

5.00

Erru nozvezh Nedeleg. Un dra bennak a zo aet adreuz ar bloaz-mañ avat. Ret e vo da Vaela ha d’he c’hoar Lena diskoulmañ ar gudenn gant sikour o mignoned.

76 er stok

ISBN: 978-2-86824-218-1 Rummadoù : , Product ID: 1264

Deskrivadenn

Kristian Ar Braz zo ur filmaozer breizhat, ganet ha savet e Menez Are. Bevet en deus e Bro-Alamagn hag e Bro-Iwerzhon. Broioù all eo bet o chom enno e-pad ur reuziad mat c’hoazh : Bro-Skos ha Bro-C’hres. Embann a ra lod eus e filmoù war kaouenn.net. Animatour radio e brezhoneg eo ivez (RCF-Radio an Aodoù) ha produiñ a ra lennegezh dre radio.
Daou levr zo bet skrivet gantañ evit ar vugale hag ar grennarded, embannet gant KVB. Un toullad danevelloù en deus savet ivez  : Rebetiko (Al Liamm 2012, priz kêr Karaez) hag un all da zont el Liamm  : Diskaner. Un nebeud oberezhioù en deus troet ouzhpenn-se : A-zivar logod ha tud (Of Mice and Men,  John Steinbeck) – Mouladurioù Hor Yezh, 2013. Ur pezh teatr, Distro (Making it Home, Gerry McDonnell) – Al Liamm, 2013. Un toullad e galleg mod all. ha daou all war ar stern e brezhoneg.

2014, dastumad Priz ar Vugale, 48 p., ment 105×150 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0500 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.