Spont bras Mouchig

5.00

Mouchig eo anv ur rakoun yaouank, hag a vev gant e vamm, e breur ha c’hoar, e-kreiz ur c’hoad. Pep hini ‘n deus e dro da c’hrilheta, met aon braz ‘n deus ar rakounig treuziñ ar c’hoad e-unan. Re a drouz ‘zo, ha marteze ‘zo un euzvil kuzhet en dour. Penaos ober ?

43 er stok

ISBN: 978-2-86824-248-8 Rummadoù : , Product ID: 1291

Deskrivadenn

Mouchig eo anv ur rakoun yaouank, hag a vev gant e vamm, e breur ha c’hoar, e-kreiz ur c’hoad. Pep hini ‘n deus e dro da c’hrilheta, met aon braz ‘n deus ar rakounig treuziñ ar c’hoad e-unan. Re a drouz ‘zo, ha marteze ‘zo un euzvil kuzhet en dour. Penaos ober ?

Ar skrivagnerez
Ganet eo bet Laurence Lavrand e Kemper ha bevet he bloavezhioù kentañ e Kast. Kostez Kemper eo bet skoliatet hag aet da Vrest goude he bachelouriezh. Eno he deus heuliet studioù war al lennegezh hag eo deuet da vezañ kelennerez e skolajoù pe liseoù a bep seurt e Penn-ar-Bed a-raok mont da ziellerez. Ganet dezhi pevar bugel. Kroget eo da skrivañ barzhonegoù pa oa yaouank-flamm ha goude he deus dizoloet bed ar romantoù evid ar yaouankiz. Skrivet he deus tro 12 levr,bet embannet e galleg pe e brezhoneg. Chañs he deus bet gant he micher p’eo aet da vMayotte ha bevet eno e-pad 6 bloaz. Levezonet eo bet gant ar bed nevez dizoloet-se da skrivañ romantoù all.

2015, Priz ar Vugale 2016, 36 p., 105×150 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0340 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.