Stourm e mor Skos

6.00

Mor Skos, Santez Helena. Daou lec’h, daou enebour. Bigi kaset d’ar strad forzh pegement ha den ne oar na penaos na perak. Pemp mignon war-lerc’h ar c’hevrinoùse e morioù gouez ar bed bras, kement hag evit dizoleiñ e bado pelloc’h ur vignonezh savet mat eget bigi savet gant koad.

98 er stok

ISBN: 978-2-86824-253-2 Rummadoù : , , Product ID: 1560

Deskrivadenn

Mor Skos, Santez Helena. Daou lec’h, daou enebour. Bigi kaset d’ar strad forzh pegement ha den ne oar na penaos na perak. Pemp mignon war-lerc’h ar c’hevrinoùse e morioù gouez ar bed bras, kement hag evit dizoleiñ e bado pelloc’h ur vignonezh savet mat eget bigi savet gant koad.

Ar skrivagner
Ganet eo bet Clyde Dlugy-Belmont e Naoned, met tremenet en deus e vugaleaj e Bourdel. Distroet eo da Vreizh evit studiañ istor ha brezhoneg. A-benn ar fin eo bet ken plijet gant ar brezhoneg ma ‘n deus divizet chom a-sav gant an istor. Ar yezhoù nevez ha kozh a blij kalz dezhañ, kement tra a zo kozh ivez, hag ober anaoudegezh gant ur yezh n’anavez ket a zo unan eus e blijadurioù brasañ. Troet eo ivez war ar sinema ha lenn a ra kalzig. Ijinañ ur bed a zo unan eus e blijadurioù c’hoazh abalamour ma c’hell plantañ kement tra a blij dezhañ ennañ.

2015, Priz ar Yaouankiz 2016, 52 p., 110×180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0570 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.