Deskrivadenn
– Un tasmant ! Un tasmant a zo er c’hastell !
Ha klevet mat ’m eus ? Oc’h astenn va gouzoug dre ar prenestr e welan Brestiz niverus o tiskenn hardizh gant straed Siam… Opopop ! Ret eo din hastañ buan !
Ganet eo bet Pascal Hervio e 1962. E Lanniliz emañ o chom. Anavezet eo eñ hag e verc’hed e Strollad ar Vro Bagan ha kemer a ra perzh e buhez ar skolioù e brezhoneg en e vro. Troidigezh al levr “Ar blouked” skrivet gant Youenn Cóic a zo bet graet gantañ. Skrivet en deus al levr-c’hoari kentañ e brezhoneg : Haroz a deiz, ha levrioù all zo bet embannet ivez e-ti Keit Vimp Bev.
2019 – Rummad Priz ar Yaouankiz – 11×18 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.