Trouz ar gaouenn

6.00

Abaoe 30 vloaz emañ Bertrand ha Veronique o chom e Cergy-Pontoise. Met diaesoc’h eo dezho gouzañv aer saotret korn-bro Pariz. En oad da vont war o leve emaint. Ur mare mat evit kuitaat ar gêrbenn evit mont… da Vreizh ?

48 er stok

ISBN: 978-2-86824-345-4 Rummadoù : , , Product ID: 3630

Deskrivadenn

Abaoe 30 vloaz emañ Bertrand ha Veronique o chom e Cergy-Pontoise. Met diaesoc’h eo dezho gouzañv aer saotret korn-bro Pariz. En oad da vont war o leve emaint. Ur mare mat evit kuitaat ar gêrbenn evit mont… da Vreizh ? C’hoant bras en dije Bertrand. Mezeg eo ha laouen e vije da reiñ an dorn da geneiled ar vro. Met hi, renerez an dielloù, n’eo ket a-du, e mod ebet.
Dilojañ a reont, memestra, evit mont da chom en un ti-skluz. Ha levezonet Véronique gant hengoun an hini a oa perc’henn araozo…

Kelenner war ar brezhoneg eo bet YANN-FANCH JACQ, er skolaj hag el lise Diwan. 10 romant evit an dud gour en deus skrivet, hag un ugent bennak evit ar re yaouank. Meur a wech eo aet Priz ar Yaouankiz gantañ. Skrivañ ‘ra kalz ivez evit ar gazetenn sizhuniek m’eo kenurzhier outi, Ya !

2020 – Dastumad Aes da lenn – 44 p. – 11×18 cm –Golo gwevn

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.05 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.