Tu pe du

6.00

Pemp danevell hir, o kinnig kasoni ha karantez. Pemp skrid liammet gant an douar, an Istor, ar vro, skeudennet enno tudennoù kreñv. Pemp istor tost deus ar bobl, kontet gant lusk ha fent evit plijadur an holl.

24 er stok

ISBN: 978-2-86824-148-1 Rummadoù : , , , Product ID: 1579

Deskrivadenn

Kenderc’hel a ra lagad an heol da skediñ hardizh war maezioù Bro-Leon don. Gwiskañ a ra Annaig lunedoù du. ‘Benn ur c’hardeur kreñv ec’h erruo e Kerneblec’h. Anaout a ra mat-kenañ boazamantoù an ti : ne vo ket echuet e labour war-dro ar saout gant Ronan. Chom a raio-hi da c’hortoz he breur pellik amzer ‘barzh ar gegin, asambles gant he mamm, ha kozeal a raint eus traoù didalvez nemetken. N’eo ket ganti e ouezo hiroc’h, yantao.

Pemp danevell hir, o kinnig kasoni ha karantez. Pemp skrid liammet gant an douar, an Istor, ar vro, skeudennet enno tudennoù kreñv. Pemp istor tost deus ar bobl, kontet gant lusk ha fent evit plijadur an holl.

Diwezhat a-walc’h eo kroget Herve Lossec da ober en-dro gant ar brezhoneg, e yezh vamm. Stagañ ‘reas neuze da skrivañ meur a levr divyezhek hag ur romant e brezhoneg penn-da-benn : Friko Yannig Pennkaled. Berzh en deus graet er stalioù-levrioù gant e oberenn Perles de banquiers, deuet goude-se da vezañ ur pezh c’hoariet gant strollad Ar Vro-Bagan. Daou levr zo deuet gant Herve e 2009 : Loig Drouglazet, ur romant polis savet evit ar c’hlasoù divyezhek, ha Buhez Ha Fent, un dastumad danevelloù (priz an danevell gwellañ e 2009). Daou all a voe e 2010 : Friko milliget, ur « romant du » diwar skrid Anne Guillou, ha Tu pe du, un eil dastumad danevelloù.
‘N ur mod anat a-walc’h eo kroget da studiañ ha displegañ gant fent implij e ziv yezh – ar brezhoneg hag ar galleg – en e gorn-bro. Ingal eo bet gwelet e anv e kazetennoù sevenadurel gallek (Amzer, Hopala !, ArMen…), hag e Ouest-France ivez : er gazetenn-se e kinnige ur rubrikenn a-zivout ar vrezhonegadurioù. Ar re-mañ eo just a-walc’h o deus lakaet anv Herve Lossec da vezañ ken brudet !
N’eus ket ezhomm ken da zisplegañ eus petra zo kaoz en e levr Les bretonnismes. http://lesbretonnismes.canalblog.com/

2010 – Priz ar Yaouankiz – 78 p. – 11 x 18 cm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0740 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.