War an hent

5.00

Hir eo an hent da Edouard ha Mélusine evit mont da welet o zud-kozh. Goude mare ar c’hoarioù e teu hini an ijin. Piv a zo war o lerc’h, en ur c’harr na anavezont ket ? Dav vo gortoz ar mare diwezhañ evit gouzout muioc’h.

197 er stok

ISBN: 978-2-86824-336-2 Rummadoù : , , , Product ID: 3623

Deskrivadenn

Gouel ar mammoù zo hiziv. Emañ Edouard ha Mélusine, e c’hoar vihan, o vont da weladenniñ o zud-kozh, Mami Jeanne ha Papi René. Met hir eo an hent. Kroget o deus gant ar c’hoarioù boutin a ginnige o mamm dezho, met tamm-ha-tamm e verz Mélusine int heuliet gant un oto, abaoe ur pennad bremañ. Piv zo en oto-mañ ? Perak int war o lerc’h ? Ha setu Edouard da ijinañ a bep seurt abegoù digredus.

Kelenner war ar brezhoneg eo bet YANN-FANCH JACQ, er skolaj hag el lise Diwan. 10 romant evit an dud gour en deus skrivet, hag un ugent bennak evit ar re yaouank. Meur a wech eo aet Priz ar Yaouankiz gantañ. Skrivañ ‘ra kalz ivez evit ar gazetenn sizhuniek m’eo kenurzhier outi, Ya !

Skeudenn ar golo : Fabrice Mosca

Dastumad Priz ar Vugale 2021 – 46 p. – 10,5 x 15 cm – Golo gwevn

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.041 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Roit an ali kentañ war “War an hent”

Your email address will not be published. Required fields are marked *