02 98 26 87 12

 facebooktop twittertop instagram

Keit Vimp Bev
×
 x 

Panier Vide
Shopping cart
Panier Vide
Imprimer

An dec'hadenn - Pourmenadenn Yaya #1

10,00 €
Description du produit

Bro-Sina 1937. Dont a ra ar Japaniz tre e Shangai, 'pezh a lak miliadoù a Sinaiz hag a Gornogiz o doa kavet goudor en dilezadurioù da dec'hout kuit. E-kreiz reuz an emgannoù e teu daou vugel da vezañ mignoned, padal e vev an eil pell eus bed egile : merc'h ur c'henwerzhour sinat pinvidik eo Yaya ha Tuduo zo ur paotr yaouank a vev er straedoù.
Ar skrivagner
Ganet e oa Jean-Marie Omont e Bro-Varoko e 1972, skolaerien e oa e dud. N'en doa skinwel ebet pa oa bugel met skrammoù ar sinema en doa dizoloet en ur c'harter eus Fez ha buan e oa deuet da vezañ entanetbras gant ar bannoù-treset goude-se. Pa oa distroet da Vro-C'hall e 1982 en doa komprenet e oa disheñvelmat sevenadur ar vro eus pezh en doa anavezet betek hen, ne oa ket ken digor. Istorioù en doa kroget da skrivañ neuze, a-benn tec'hout ar aergelc'h-se, ha mont a rae alies d'ar sinema da vezañ soubet e bedoù all. Bremañ e skriv evit ar skinwel, evit bannoù-treset hag e tiorren raktresoù evit ar sinema.
An tresour
Ganet e oa Golo Zhao e 1984. Diplom Akademiezh arzoù-kaer Guangzhou hag hini Akademiezh film Beijing en deus tapet. Sot eo gant an tresañ hag ar bevaat, labouret en deus evit kazetennoù bannoù-treset araok kas Pourmenadenn Yaya da benn. Aet eo ar maout gantañ e 2010 da geñver priz ar vandenn-dreset wellañ e Gouel Etrevroadel ar Bevaat hag ar Bannoù-Treset e Hanghzou.

http://www.editions-fei.com/

 

2015, 96 p., 180x130 mm

Keit Vimp Bev

Adresse:
22 Grand Rue
29520 LAZ

Mail:
keit-vimp-bev [chez] wanadoo.fr

Téléphone:
02 98 26 87 12

Conditions Générales de Vente

Nos Publications