02 98 26 87 12

 facebooktop twittertop instagram

Keit Vimp Bev
×
 x 

Panier Vide
Shopping cart
Panier Vide
Imprimer

Jo

16,45 €
Description du produit

Ur grennardez eo Jo, unan kririek hag en he bleud ivez war a-seblant. Tapet mat e vez he zud gant o micher hag abred o deus he lakaet da vezañ e karg outi hec’h-unan, dieub d’ober e-giz ma kar. Netra, nemet marteze harzañ ouzh he c’hoar vihan da zaremprediñ tud o gwall buhez, ne roe da soñjal en em gavfe gant Laurent. Nac’hañ-groñs a ra tad Laurent e teufe da vezañ muzisian. Abalamour da se eo tec’het kuit diouzh e familh ha diouzh ar vuhez o doa raktreset evitañ. Buan e vo plijet bras Jo gant barregezh ha chalm ar paotr-se, ken disheñvel ma ‘z eo diouzh ar re all. Ar pezh a itrik anezhi dreist-holl eo ar sekred na fell ket dezhañ diskuilhañ...

Ganet eo Derib e Suis e 1944. Kregiñ a ra e vicher o «schtroumfañ» gant Peyo e Brussels. Entanet eo gant bed an Amerindianed, ha krouiñ a ra avañturioù Yakari, ar Sioux bihan, war senario Job (labouret en doa gantañ war Pythagore).
Krouiñ a ra e 1972 penn-kentañ un oberenn personel kenañ : ar stirad Buddy Longway. Gant an heuliad-se e c’hounezo Derib Alfred ar gwellañ tresour e 1978 ha priz ar stirad wellañ e 2005 gant festival Angoulême. Un heuliad all a vo
krouet gantañ, e div lodenn : Celui-qui-est-né-deux-fois ha Red Road. Embann a ra Jo e 1991, ur BD war ar sida. E1996 e komz diwar-benn an dud korvoet evit eskemmoù reizel gant Pour toi Sandra. E 2000 e skriv ur vanenn nevez diwar-benn ar yaouankiz gant No Limits, embannet gant Le Lombard.

Golo soupl - 235 x 310 mm - 84 p.

Keit Vimp Bev

Adresse:
22 Grand Rue
29520 LAZ

Mail:
keit-vimp-bev [chez] wanadoo.fr

Téléphone:
02 98 26 87 12

Conditions Générales de Vente

Nos Publications