02 98 26 87 12

 facebooktop twittertop instagram

Keit Vimp Bev
×
 x 

Panier Vide
Shopping cart
Panier Vide
Imprimer

Pachamama

12,00 €
Description du produit

Gant ar c’harned-beaj DIVYEZHEK « PACHAMAMA » ez eer war-zu peizanted Suamerika a stourm evit derc’hel da labourat an douar hag evit gounit o c’hreun gant se pa vez muioc’h-mui a embregerezhioù etrebroadel a vouedc’hounerezh. Gant e 52 zourlivadur o taolenniñ dremmwelioù, atantoù, savadurioù ha tud e fell dezhañ ober ton d’an atantoù bihan-se a ra gant had hengounel, e-liamm start gant douar ar vro, a ro danvez-magañ hep ma vefe ezhomm eus kimiezh an trelosk nag eus c’hoari sorser gant ar genoù.

Abaoe pevar bloaz e vev Herve Yaouank e Penn-ar-Bed, grafour ha skeudennaouer eo. Kemer perzh e seveniñ skritelloù pe flyers a ra. Dedennet eo ivez gant skeudennaouiñ loened ha plant, pe c'hoazh gant an design, sanket don m'eo an tresañ en den. Met da gentañ penn e kar an arzour-mañ ar beajoù hag an dourlivañ. Diwar an daou entan-mañ ez eus deuet meur a garned-beaj hag ur bern diskouezadegoù dezhañ. Levrioù evit ar vugale en deus graet ivez ha labourat a ra bremañ e-giz skrivagner sinopsizoù ha senarioioù da-geñver an abadenn "Mouchig Dall".

Embann divyezhek - 230 x 210 mm - golo soupl - spirale

Keit Vimp Bev

Adresse:
22 Grand Rue
29520 LAZ

Mail:
keit-vimp-bev [chez] wanadoo.fr

Téléphone:
02 98 26 87 12

Conditions Générales de Vente

Nos Publications