02 98 26 87 12

 facebooktop twittertop instagram

Keit Vimp Bev
×
 x 

Panier Vide
Shopping cart
Panier Vide
Imprimer

Al laou zo deuet en-dro !

5,00 €
Description du produit

Al laou zo deuet en-dro e pennoù Olwenn hag Aziliz. Graet eo o soñj gant Tadig ha Mammig : touzet e vo o blev. Ma Doue ! Dav eo kavout un diskoulm all buan…

Ar skrivagner
E bed ar buheziñ brezhonek (UBAPAR) emañ Katell Chantreau o labourat. P'he dez amzer avat e plij dezhi skrivañ, he geriadurioù atav digor kichen an urzhiataer. Caminante, danevelloù eus an Andoù a oa bet savet ganti (l'Oeil Electrique, 2006). Evit al levr Balafenn houarn (Keit Vimp Bev, 2012) he doa sikouret Patricia Legrand-Peoc'h da lakaat gerioù war he zamm istor ha da vont war-raok gant ar skrivañ e brezhoneg. Al levr-se 'n deus tapet Priz ar Yaouankiz hag a blij kalz d'ar re yaouank ha d'ar re all ivez. Embannet eo bet c'hoazh istor Patricia, gant harp Katell atav, e galleg dindan an titl Les ailes froissées (Ouest-France). Met n'eo ket echu : sevel filmoù he deus graet Katell ivez ! Fait maison (2011) zo ur film diwar-benn gwilioudiñ er gêr, hentad ur familh a heulier ennañ.

http://film.fait.maison.free.fr/

http://www.hipolenn.net/

2015, dastumad Priz ar Vugale, 48 p., ment 105 x 150 mm

Keit Vimp Bev

Adresse:
22 Grand Rue
29520 LAZ

Mail:
keit-vimp-bev [chez] wanadoo.fr

Téléphone:
02 98 26 87 12

Conditions Générales de Vente

Nos Publications