02 98 26 87 12

 facebooktop twittertop instagram

Keit Vimp Bev
×
 x 

Panier Vide
Shopping cart
Panier Vide
Imprimer

E kornig ma c'halon

6,00 €
Description du produit

Un tamm drol ez eo echuet ar bloavezh. Pep hini zo deuet d'e dro betek al lise, amzer da dremen an arnodenn dre-gomz. Evit an arnodennoù dre-skrid hon eus bet ar santimant da vezañ tremenet an eil e-kichen egile. N'hon eus ket bet amzer d'en em gavout, e gwirionez. Nemet amzer ur banne chokolad, en ur c'hafedi, en tu all d'ar straed. Hag echu.

Bez' e c'hellfe Jennifer en em dennañ brav gant e studioù. Met dedennet eo gant Mael kentoc'h. Ur paotr brav ma 'z eus unan, kizidik, barrek-spontus war ar sonerezh. Ha klañvidik, betek re. Carpe Diem, tennañ gounid eus an amzer o tremen, karout ha tañva plijadur ar vuhez a fell da Jennifer ober, 'keit ha ma c'hello. Ha setu hi ha Mael loc'het evit bevañ o avañtur.

Yann-Fañch JACQ en deus skrivet 10 levr evit an dud deuet hag un 20 bennak evit ar re yaouank, ha gounezet gantañ meur a wech ar Priz ar Yaouankiz. Kelenner war ar brezhoneg eo e skolaj Diwan ar Releg hag el lise Diwan Karaez. Skrivañ a ra reoliek evit ar sizhuniek Ya! hag a gustum kenurzhiañ ouzhpenn. http://yabzh.com/

2010 - Priz ar Yaouankiz - 72 p. - 11 x 18 cm

 

 

Keit Vimp Bev

Adresse:
22 Grand Rue
29520 LAZ

Mail:
keit-vimp-bev [chez] wanadoo.fr

Téléphone:
02 98 26 87 12

Conditions Générales de Vente

Nos Publications