Devezhioù glac’harus

8.00

N’emañ ket Fabien en e vleud. Alan, eil gwaz e vamm Soraya ne gar ket anezhañ. Difenn a ra outañ a daol trumm ober war-dro e c’hoarezed pemp bloaz. Souezhet ha feuket eo Fabien, kounnar a vag ouzh Alan, hag ouzh Soraya ivez, evit bezañ ken sentus ouzh he gwaz, ha nompas gwelout e emzalc’h direizh gant ar paotrezed bihan. Mignoned Fabien a glask sikour anezhañ, met penaos ober ?

Rupture de stock

UGS : 978-2-86824-310-2 Catégories : , , Product ID: 1741

Description

N’emañ ket Fabien en e vleud. Alan, eil gwaz e vamm Soraya ne gar ket anezhañ. Difenn a ra outañ a daol trumm ober war-dro e c’hoarezed pemp bloaz. Souezhet ha feuket eo Fabien, kounnar a vag ouzh Alan, hag ouzh Soraya ivez, evit bezañ ken sentus ouzh he gwaz, ha nompas gwelout e emzalc’h direizh gant ar paotrezed bihan. Mignoned Fabien a glask sikour anezhañ, met penaos ober ?

Ganet eo bet Laurence Lavrand e Kemper ha bevet he bloavezhioù kentañ e Kast. Kostez Kemper eo bet skoliatet hag aet da Vrest goude he bachelouriezh. Eno he deus heuliet studioù war al lennegezh hag eo deuet da vezañ kelennerez e skolajoù pe liseoù a bep seurt e Penn-ar-Bed a-raok mont da ziellerez. Ganet dezhi pevar bugel. Kroget eo da skrivañ barzhonegoù pa oa yaouank-flamm ha goude he deus dizoloet bed ar romantoù evid ar yaouankiz. Skrivet he deus tro 12 levr, bet embannet e galleg pe e brezhoneg. Chañs he deus bet gant he micher p’eo aet da vMayotte ha bevet eno e-pad 6 bloaz. Levezonet eo bet gant ar bed nevez dizoloet-se da skrivañ romantoù all. Gant Keit Vimp Bev ‘oa bet embannet he levrioù Spont Bras Mouchig (PAV) ha Loeiza (PAY). Ha meur a hini all c’hoazh abretoc’h !

Informations complémentaires

Poids 0.1330 kg

Avis

Il n’y a pas encore d’avis.

Seuls les clients connectés ayant acheté ce produit ont la possibilité de laisser un avis.