Deskrivadenn
Start eo buhez ar maouezed a labour en uzinoù sardin e Douarnenez e penn-kentañ an 20vet kantved. En o zouez emañ Jozefin, poaniañ a ra evel ar re all el labouradeg. Cheñch a raio he buhez hag hini ar Pennoù Sardin all pa savint asambles evit o gwirioù hag a-enep o doareoù labour poanius. Ur romant istorel awenet gant buhez Jozefin Penkaled, Penn Sardin anezhi hag unan eus ar maouezed kentañ bet dilennet evel kuzulierez-kêr e Frañs.
—
Tinaïg Maugard, he deus skrivet an istor-mañ evit lakaat war-wel ar maouezed o deus c’hoariet ur perzh bras e istor Breizh. Studierez eo war ar brezhoneg e Roazhon 2. Plijout a ra dezhi mont da gaozeal gant brezhonegerien ha brezhonegerezed kozh e bro-Vigoudenn, e lec’h m’emañ he zud kozh o chom. He c’hoar Tinaïg he deus kemeret perzh er raktres-mañ en ur grouiñ dour-livajoù da skeudennaouiñ istor Jozefin Penkaled.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.