Deskrivadenn
Eil levr heuliadenn “Troioù-kaer Duncan O’Hara” : Emgannoù Duncan O’Hara, Abati an Aon, Avalon
Goude emgann An Alre e kemer Duncan O’Hara penn an hent, mennet mat ma ‘z eo da adkavout e dad. War-zu Abati an Aon e vo kaset gant e enklask. Eno eo toullbac’het Sinead, an hudourez.
Gant Emgannoù Duncan O’Hara en doa boulc’het Pierre-Emmanuel Marais un hir a istor, o taolenniñ troioù-kaer un Iwerzhonad yaouank da vare Brezelioù Hêrezh Breizh. Setu eñ amañ en-dro, gant e vignoned Sinead ha Luigi.
Ganet eo Pierre-Emmanuel MARAIS e Naoned hag eno ‘mañ o chom c’hoazh. Brezhonegerien eo e vugale, egiztañ. Skrivañ a ra e brezhoneg hag e galleg. Embannet en deus 5 levr evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : Ronan ar c’horrigan, Deomp Slowly ha Troioù-kaer Duncan O’Hara (I, II, III). Un nebeud danevelloù savet gantañ a zo bet embannet e-barzh Al Liamm ha ganto eo bet ivez embannet Alje 57 ha Divemor.
2009 – Priz ar Yaouankiz – 104 p. – 11 x 18 cm
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.