Fur ha foll

6.00

Setu skridoù savet war ar prim peurliesañ da geñver darvoudoù nevez c’hoarvezet.
Un doare da gomz diwar-benn an nevezintioù en un doare goapaus, flemmus… pe siriusoc’h. Ar pezh a glev hag a lenn ar skrivagner diwar-benn ar c’heleier a laka anezhañ da lavaret e soñj dre ur skrid a faltazi awenet gant ar c’heleier-se, un doare preder. Klask a ra ar hemañ skrivañ en un doare poblek ha reizh, aes da lenn evit ar re zo o teskiñ ivez. An holl danevelloù zo bet embannet e Ya ! Perak embann anezho en ul levr neuze ? Aesoc’h d’an dud o lenn evel-se, en ur stumm brav.

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824-258-7 Rummad : Product ID: 1650

Deskrivadenn

Setu skridoù savet war ar prim peurliesañ da geñver darvoudoù nevez c’hoarvezet.
Un doare da gomz diwar-benn an nevezintioù en un doare goapaus, flemmus… pe siriusoc’h. Ar pezh a glev hag a lenn ar skrivagner diwar-benn ar c’heleier a laka anezhañ da lavaret e soñj dre ur skrid a faltazi awenet gant ar c’heleier-se, un doare preder. Klask a ra ar hemañ skrivañ en un doare poblek ha reizh, aes da lenn evit ar re zo o teskiñ ivez. An holl danevelloù zo bet embannet e Ya ! Perak embann anezho en ul levr neuze ? Aesoc’h d’an dud o lenn evel-se, en ur stumm brav.
Ar skrivagner
Ul leurenner, ur c’homedian, ur rener strollad c’hoariva hag ur saver pezhioù-c’hoari ha romantoù eo Goulc’han Kervella. Ganet eo d’ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne, en ur familh a martoloded.
Gant e strollad c’hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud. http://avb.pagesperso-orange.fr/bzh/araok.htm

2015,  112 p., 110 x 180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1080 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.