Kenan ha Guldrug

8.00

Aon en deus Kenan rak an euzhvil kuzhet e korn teñval e gambr. Ha Guldrug ne blij ket kalz
dezhañ bevañ asambles gant ar paotrig-se, ne baouez ket da c’hervel e dad da sikour. A-benn
ar fin int heñvel a-walc’h o daou.

90 er stok

ISBN: 978-2-86824-244-0 Rummadoù : , Product ID: 1225

Deskrivadenn

Aon en deus Kenan rak an euzhvil kuzhet e korn teñval e gambr. Ha Guldrug ne blij ket kalz
dezhañ bevañ asambles gant ar paotrig-se, ne baouez ket da c’hervel e dad da sikour. A-benn
ar fin int heñvel a-walc’h o daou.

Ar skrivagnerez
Skrivañ ‘ra Béatrice Ruffié Lacas evit an holl re a lenn he zestennoù : bugale, tud gour pe krennarded.
Skrivagnerez danevelloù ha levrioù skeudennaouet eo-hi, met sevenet he deus ivez meur a romant evit ar re
yaouank, pe c’hoazh senario ur vandenn-dreset. E-pad pell eo bet o skrabadenniñ kaieroù gant notennoù a
bep seurt, met divizet he deus splujañ e bed an embann e 2013. Ne baouez ket abaoe da astenn gerioù hag
istorioù war baper, evit he flijadur hag hini he lennerien ivez ! http://b-a-trice.wix.com/beatriceruffielacas

An tresour
O chom e Cherbourg emañ Yvan Postel. Skeudennaouiñ a ra levrioù evit ar vugale, pe c’hoazh bannoù-treset.
E-unan en deus desket e vicher hag abaoe 2014 e vez embannet e dresadennoù. An istorioù leun a avañturioù
hag a zarvoudoù eo ar re a blij ar muiañ dezhañ. Hag an tudennoù a blij ar muiañ dezhañ tresañ eo an
euzhviled peogwir e c’hell laoskel e ijin da vont ! http://yvanpostel.tumblr.com/

2015, Kentañ Lennadenn, 24 f., 200 x 200 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.1200 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.