Deskrivadenn
Kollet eo Louarnig er c’hoad bras, dindan an erc’h. Leñvañ dourek a ra ha riv en deus. Pa oa gant e vamm e oa tomm dezhañ, n’en doa ket aon rak an arzhed. Moumounet e veze ganti, istorioù brav a gleve digant he mouezh heson. Met hiziv emañ Louarnig e-unan, e-unan penn.
Studierez war ar sinema eo Laurie Cohen. Ganet eo e 1988, e Gonesse. Abaoe m’eo 6 vloaz e skriv kontadennoù ha barzhonegoù. Da 14 vloaz he deus gounezet ur genstrivadeg barzhonegoù gant Lion’s Club Enghien les Bains. Rakdibabet e oa bet ivez evit prizioù Poésie en Liberté ha Je Bouquine. Ur plac’h yaouank leun a startijenn ha kurius eo Laurie. Plijout a ra dezhi mont da welout mirdioù, beajiñ dre ar bed, mont da welout pezhioù-c’hoari. Gouestlet eo he buhez d’an arz : karout an arz, rannañ anezhañ gant ar re all, produiñ oberennoù… Etre ar varzhoniezh hag ar burzhud emañ he endro lennegel. Abaoe 2011 e embann levrioù evit ar vugale. http://alyssaworld.hautetfort.com/tag/laurie+cohen
Bepred eo bet dedennet bras Magali Garot gant an arzoù, war-zu an tresañ eo aet neuze. Plijout a ra dezhi c’hoari gant a bep seurt teknikoù ; gwell eo ganti koulskoude ober gant an dourlivadur, ar mod niverel, al livaj akrilik hag an engraverezh. Klask a ra-hi krouiñ ur bed dous, teñval a-wechoù zoken, amzer kas al lenner davet ur bed all. http://blogui-magali.blogspot.fr/
2012, dastumad Kentañ Lennadenn, 24 p., ment 200×200 mm.
Alioù
N'ez eus ket a ali evit poent.