Maelig hag ar vorlaeron

6.00

Er XVII vet kantved, e Porzh-Loeiz, e teu martoloded da lakaat o anv da vont war vourzh ar “Sav-Heol”, ur galion bras. O chom emañ Maelig, 12 vloaz, e ti e eontr goude marv e dud. E dad-paeron eo, al Letanant Perron, a brometa dezhañ bezañ deskard e kegin ar lestr. Siwazh evitañ e teu Gargamm ha Lagad-Luch ganto ivez, daou vorlaer taer anezho…

Diviet eo

ISBN: 978-2-86824- 257-0 Rummadoù : , , Product ID: 1497

Deskrivadenn

Er XVII vet kantved, e Porzh-Loeiz, e teu martoloded da lakaat o anv da vont war vourzh ar “Sav-Heol”, ur galion bras. O chom emañ Maelig, 12 vloaz, e ti e eontr goude marv e dud. E dad-paeron eo, al Letanant Perron, a brometa dezhañ bezañ deskard e kegin ar lestr. Siwazh evitañ e teu Gargamm ha Lagad-Luch ganto ivez, daou vorlaer taer anezho…
Levezonet gant romant Stevenson e talc’h Maelig hag ar vorlaeron da lakaat ar vugale da hunvreal bed ar vartoloded trumm. Er romantig e klever treid koad, klezeoù ha moged ponner goveloù Porzh-Loeiz.

Ar skrivagner
Gabriel Goubin, alias David ar Gall, a sav amañ e romant kentañ evit ar grennarded. Kroget en deus da skriv danevelloù embannet e Al Liamm (“Hent Arkadius” Al Liamm e 2009 (priz Imram)) romantoù kenskrivet (“Ne vo ket kig-ha-farz evit Samantha” hag “Avel en ho plev” Al Liamm e 2012) hag e romant diwezhan (“Bara Brith” Al Liamm e 2015). Kelenner e Skolaj Diwan Gwened eo.

2015, Priz ar Yaouankiz 2016, 40 p., 110×180 mm

Titouroù ouzhpenn

Pouez 0.0470 kg

Alioù

N'ez eus ket a ali evit poent.

Only logged in customers who have purchased this product may leave a review.